Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 200 —




JÉSUS

Get en nan !Pegement ou des ind étrézé
A vara ?

THOMAS

A vara ?Ur pautrik en des seih baraen.

SIMON-PIÈR

Bout zou eué geton tèr pé pedèr dluhen.

JÉSUS

Nitra kin ?

SIMON-PIÈR ha THOMAS

Nitra kin ?Nann, nitra.

JÉSUS

Nitra kin ?Nann, nitra.Degaset t’ein er péh
En des ha groeit d’er bobl azé ar er foen séh.

Ur hroèdur e dosta, seih baraen vihan geton ha pisked : ean ou lak dirak er Salvér : Hannen e bed arnehé.


Tad, me Zad, groeit e hues ol er bed a nitra.
Lakeit eué, m’hou ped, de greskein er bara
Etré dehorn er ré e zou chuéh ha nañnet.
Lakeit ean de greskein, me Zad, èl ma laket
Er gran, é pep toézen, d’um nivérein d’en han :
Eit ma veèt mélet dalhmat get peb unan
Plijéet genoh goalhein ol er ré en des nan
Hag e houlen bara… er bara ag en nean.

En tenneris kreis um zigor : guélet e hrér mirakl er bara.


ER GANNERION

D’hou pugalé koéhet ar henteu er vuhé
Reit e hues hou para kalonek, ô men Doué.

Trugèré d’oh, ia, trugèré !