Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —


AZARIAS

Én amsér-hont…Tauein e hra.Perak é taùes té ? Lén ta.

MÉALA, get plijadur.

« Én amzér-hont », tad-kouh, « er ré dal », — pesort tra
Soéhus, ia, — « er ré dal e huélou, er bouar
E gleùou », pe vou deit er Mési ar en doar.
A ! tad-kouh, me zad-kouh karet, pe garehé
Donet kent pèl… donet, tremén amen un dé
Hag hou kuellat !
Hag hou kuellat !Get tristé.
Hag hou kuellat !Get tristé.Mes pas !

AZARIAS

Hag hou kuellat !Get tristé.Mes pas !Me merhig, gañnet é.
Gañnet é, me lar d’is.

MÉALA

Gañnet é, me lar d’is.Hui e lar en dra-sé
Liés, tad-kouh.

AZARIAS, get nerh, en ur seùel é zorn.

Liés, tad-kouh.M’er lar, ia, m’er lar ha men toui
Rak guélet em es ean.

MÉALA

Rak guélet em es ean.Mab-dén e hel fari.

AZARIAS

Mab-dén ne fari ket pen des en eutru Doué
Dirakton dizoleit ean-memb er huirioné.
Cheleu, me merh… Un noz, — ne oen ket dal nezé,
Iouank e oen ; tremén e hren me zregont vlé.