Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/190

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —




MADELÉN, é tisoh.

Èl ma plijou genis.

En ur huélet Judas koéhet ar en doar.


Èl ma plijou genis.Mes più é en dén-ma
Astennet ar en doar ? Kousket é pé petra ?

SALOMÉ

Klan marsé ?

MADELÉN

Klan marsé ?Ramb en dorn dehon eit seùel…

Etal Judas hag en des distroeit é fas aben dehi.


Klan marsé ? Ramb en dorn dehon eit seùel…A !
Unan ag en deuzek !… Judas é ! A ! men Doué,
Petra e zou arriù genoh, Judas ?

SALOMÉ

Petra e zou arriù genoh, Judas ?Klan é.

MADELÉN

Perak nen doh ket hui get er réral ?

JUDAS, doh um lakat ar é hañazé.

Perak nen doh ket hui get er réral ?Fé ia !
Perak nen don ket mé chomet geté ?… Nitra.
N’em es chet sur erhoalh nitra ; mes chuéh e oen.
Kousket em es… Deit oh… Ur fal huné e hren…

SALOMÉ

Krénein e hres ; skontet é hoah te zeulegad.

JUDAS

Skontet !… Ia, guir mat é !