Nen des chet anehon
Vennet.
Téhet en des ?
Ia, er réral geton,
Ha doaret ou des rah én tural, tré ma oé
Er bobl é klah en dro dré en aud… Elsen é
En des hoah groeit ur huéh.
Ia !… Più e larehé,
Doh er hleuet é konz, é vehé ker koart-sé ?
Dirak en distéran danjér kenteh é krén.
Koart, ean ? Pas, nen dé ket koartiz en des un dén
Hag e zalh gelloud Doué en é zehorn, pe gar,
Eit gobér treu soéhus ha burhudeu dispar ;
Un dén ma sent er mor dohton hag er pisked
Hag en aùél ; un dén hag e ra er iehed
D’er ré klan, hag e saù er ré varù ag ou bé,
Biù ha iah, get ur gonz hempkin e lar dehé ;
Ha hui e gred penaus é ma dré goartiz é
En des téhet dirak er bobl ?… E guirioné,
N’en hanaùet ket kalz mar chonjet kement-sé !
Geou, men hanaù èl ur lorbour !