Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/162

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 160 —

Hui e za hui bremén de laret : « Pehed é
Pedein amen : duhont, én tampl, é ma ret t’oh
Mont de houlen get Doué hou tadeu é vénoh.
Perak diforh étré deu léh ha deu vañné,
Lod d’un tu, er réral d’en tural : étrézé,
Ur flangen kloar goleit a voketeu neué
Hag e hra d’emb, allas, ankouhat lézen Doué.

JÉSUS

Konfians, moéz, en ér e za ma ne vou ket
Mui hun Tad ag en nean pedet nag adoret
En ur léh petremant hempkin ar ur mañné
Mes adoret e vou é pep léh, rak men dé
Ur spered.

HÉTHÉA

Ur spered.Mé, biùet em es pèl a zohton
E klah plijadurieu de hoalhein me halon
Mes kredet mat em es dalbéh en tri tra-ma !
Penaus ne varùér ket eit perpet, — ketan tra.
En eil : penaus un él e zichen ag en nean
D’hun guélet marahuéh ; anfin, kredein e hran
Penaus kent pèl é tei er Mési ar en doar
Hag a vremen déjà, hemb er guélet, m’er har,
Rak me chonj é vou mat hag en devou truhé !

JÉSUS

Er Mési, pe vou deit, petra e gredes té
E hrei ean ?

HÉTHÉA

E hrei ean ?Pe vou deit ?

JÉSUS

E hrei ean ? Pe vou deit ?Ia ; petra e hrei ean ?