Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 154 —

E verù é me halon dohis ha doh er ré
E za ag en tu-hont pé ag er Galilé.
Marùet rah ar en hent get en nan, er séhed,
Er hlenùedeu goahan, n’um bou truhé erbet
Dohoh.

E tiskoein en deur e zou ér pod.


Dohoh.Sel ta en deur ér pod peger splann é !
N’er guélér ket hempkin, en deur, sklér èl men dé.

JÉSUS

Pe houihehès petra e genig d’is hiniù
En eutru Doué, pesort donézon kaer — ha più
E houlen deur genis ér momand-ma, té é
E hrehé d’ein er memb goulen, ha me rehé
Deur d’is, mé, — deur biù deit ag en nean — hag e ra
Er vuhé d’en hani en des hi kollet.

HÉTHÉA

Er vuhé d’en hani en des hi kollet.Ia,
Larein e hres konzeu tioél eit mem bamein.
Me cheleu, mes, m’er guél, bourdeu e lares t’ein.
Pesort deur em behé mé genis ? Deur freskoh
Ha skañnoh eit hannen ? Pas ; en deur e zisoh
Ker sklér ag er puns-ma diés bras é kavet
Guel eiton… Mes en ol anehon ne iv ket.
Er puns-ma, Jakob é en des ean groeit ; ivet
Ou des rah anehon, é dud hag é loñned,
Guéharal. — Eit dispriz en deur ag er puns-ma
Te vehé té brasoh eit hun tad Jakob ta ?

JÉSUS

En nemb e iv a zeur er puns-men e hellou
En devout hoah séhed, mes en nemb e ivou