Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —




SIMON-PIÈR

D’er Mestr. Ean hag e zou ker mat !Memb é sentein
Dohton, bout zou mar a unan hag e gas trouz
Hag en distéran tra, n’er groant ket hemb gourdouz.

IEHANN

Ha te gred é vehé Judas…

SIMON-PIÈR

Ha te gred é vehé Judas…Hum !… Nen dé ket
Ur fal zén anehon, m’er goui mat ; rè staget
Hempkin doh en argand e zason en é ialh !…
Hag un dra goah, me chonj…

IEHANN hag ANDREU

Hag un dra goah, me chonj…Lar.

SIMON-PIÈR

Hag un dra goah, me chonj… Lar.Pas sentus erhoalh !
Pen des gouiet er Mestr é oé bet dibennet
Iehann er Badéour, ean en des hun zolpet
En ur laret : « Guel é d’emb kuita er Judé
Hiniù, ha mont endro d’hur bro, d’er Galilé. »
Rah hun es laret ia kentéh, — eurus. Rah ? Pas.
Unan e hourdouzé, dalbéh er memb, Judas.

IEHANN

Nitra soéhus ! Vennein e hremb kuitat é vro,
Er Judé, eit kemér hent hur bro-ni endro.

SIMON-PIÈR

Dergaer ! Er Mestr e gonz, ret é sentein aben.