Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LODEN V
――

En Aviél.« Mê é, emé Jésus, er bugul mat. Me hanaù men deved ha men deved me hanaù… M’em es hoah deved aral ha nen dint ket ér vandennad-ma ; rekis é d’ein ou degas devat er ré-ma, ha nezé ne vou mui ar en doar meit ur vanden deved hag ur bugul hempkin… »

————

Epad er loden-ma, en hoari um zalh é bro er Samari, ar en hent e ia ag er Judé d’er Galilé, étal puns Jakob.

————
Er ré e hoari ér loden-ma.

IEHANN hag é vrér JAK, ANDREU, SIMON-PIÈR, JÉSUS, HÉTHÉA.

En apostoled e zou azéet : ind e seblant bout chuéh ; Jak e gousk ar en doar.

IEHANN

Dré bé tu é ma oeit er réral ?

ANDREU

Dré bé tu é ma oeit er réral ?Più er goui ?

SIMON-PIÈR

Laret vehé penaus ou des eun é héli
Er Mestr.