Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/132

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



LODEN IV
――

En Aviél.Ur huéh ma oé Jésus ar vor, get é apostoled, ur gohad fal amzér e saùas en un taul ; kornal e hré en aùèl ; er mor e houlenné ; strimpein e hré en deur adrest er vag, ha Jésus e oè kousket. Skontein e hré en apostoled muioh mui ; ne hellent ket mui harz ; ind en dihousk enta hag e huch a bouiz ou fen : « É hamb de gol. » — Jésus e reskond : « A betra e hues hui èun, tud a fé distér ? » Nezé, ean e saù, ean e daul ur sel tro-ha-tro ; ha taùein e hra kentéh en aùél hag er mor.

————

Epad er loden-man en hoari um zalh ar vord er len hag ar er len hi-memb, tostiktra de Gafarnaüm.

————


Er ré e hoahi ér loden-ma :

SOARA, MÉALA, SALOMÉ, JÉSUS, en Apostoled.

SOARA, en ur ziskoein er peh e huélér ar en téatr-kreis.

Na peger kriù é hueh en aùél !

MÉALA

Na peger kriù é hueh en aùél !Sellet ta
Er vag vihan ker pèl duhont !

SALOMÉ

Er vag vihan ker pèl duhont !Tostat e hra
Elkent.