Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —




JÉSUS

Taùet ! Perak gobér kement a drouz ?

ER GETAN OUILEREZ

Taùet ! Perak gobér kement a drouz ?Marù é !

JÉSUS

Perak ouilein, perak ol en huchereh-sé !

ER GETAN OUILEREZ

Marù é en hani klan ha ni e ouil dohti

Hi e den en tenneriseu ag er gulé ; guélet e hrér en hani marù.


ER GETAN OUILEREZ

Sellet : en hé halon er goèd ne sko ket mui.
Marù é.

JÉSUS

Marù é.Pas, kousket é hempkin…

D’en ouilerezed ha d’er réral.


Marù é. Pas, kousket é hempkin…Mar plij genoh,
Um dennet a kosté dré en tostan disoh.

De dad ha de vam eh hani marù ha d’en tri apostol.


Hui, chomet.

Ean e gemér en é zorn dorn er verhig.


Hui, chomet.« Talitha, kumi. » Merh iouank, saù,
M’er gourhemen d’is.

MERH JAÏR, en ur seùel ar hé hañazé.

M’er gourhemen d’is.A !… A !… Meh Doué, m’hous hanaù !