Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/118

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —

Ne hellès chet, ahoél ur huéh, bout truhéus ?
Ker braù e oé, ker braù ha ker iouank, allas,
Ha ker karet get ol er ré hé hanaùas !
Perak kemér elsé en hani karetan,
Er hroèdur !… A ! Ouilet.

ER RÉRAL

Er hroèdur !… A ! Ouilet.Ouilamb ! D’emb-ni er han !

Ind e gan ; er flaouitteu e hoari ar un dro ; trouz ha safar.


En noz e zou deit ;

Er marù en des skoeit
Er boket kaeran.

O glahar ! O begin ! O tristé !

Glahar ha dareu
Ar er boketeu
E houiù de houian.

Dareu ha glahar
Eit er ré e gar
Er boketeu glan.

A ! A ! Pelleit, pelleit, ô marù eahus,
Skonterez blaoahus,
Pelleit ta pé diskoeit
Hou truhé !
Hui e daul en hur mesk er glahar… A ! Pelleit
Laerez hur bugalé.

O glahar ! O begin ! O tristé !