Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —

Get un droug blaoahus, e zou reneuéet ;
Er ré bouar e gleu hag er ré varù, ieinet
Ag er pen d’er galon, e saù, lan a vuhé,
Hag er ré peur e gleu en aviél neué.

ISMAEL

Eutru, ni er larou de Iehann : kement-sé
E hrei dehon, en é brizon, konfort ha joé.

Um lakat e hrant ar ou deuhlin.


JÉSUS, en ur asten é zorn arnehé.

Saùet.

BENDÉKAR

Saùet.Dré en diaul é é hra é vurhudeu.

SIMON-PIÈR

Skarhein e hra en diaul ean-memb ag er horveu
Neoah !

JÉSUS

Neoah !Penaus en diaul e hel ean um lakat
Ean-memb ér méz a gorv un dén ?

SIMON-PIÈR

Ean-memb ér méz a gorv un dén ?Ia.

JÉSUS

Ean-memb ér méz a gorv un dén ? Ia.Labourat
E hra énep dehon enta !… Ne chonjet ket,
Mar dé en treu elsé, penaus é ma kollet
Ean hag é ranteleh ?… Laret ta é ma mat
Er huéen pen dé mat er fréh ; pen des fal had