Pajenn:Bayon - Ar Hent en Hadour.djvu/104

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —




ER BOBL

Sur erhoalh… Guelleit hoah er ré klan.

HÉLONI, é tiskoein Abiu.

Sur erhoalh… Guelleit hoah er ré klan.Bouar é.

JÉSUS, de Abiu.

Kleu.

JORAM, é tiskoein Séméi.

Kleu.Hannen e zou mut.

JÉSUS de Séméi.

Kleu. Hannen e zou mut.Konz.

ABIU

Kleu. Hannen e zou mut. Konz.Me gleu ! Me gleu !

SÉMÉI

Kleu. Hannen e zou mut. Konz. Me gleu ! Me gleu !Mé,
Me gonz !

ER BOBL

Me gonz !Hozannah !

ISMAEL, é tostat.

Me gonz ! Hozannah !Ni, deit omb a berh Iehann
Er Badéour, de glah genoh ur reskond splann
D’er goulen-men : « Ha hui e zou hui en Hani
E hortamb, petremant : hag un al e zeli
Dont ar hou lerh ?…

JÉSUS

Dont ar hou lerh ?…Kerhet endro ; laret en treu
E hues guélet d’hou mestr Iehann : er hlenùedeu
Guelleit ol : er ré dal e huél hag er ré kam
E gerh ; er gèh tud lovr dèbret rah, tam ha tam,