Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/94

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
82


Ar senesal oa souezet :
Ar c’habon en devoa kanet.

— Mari Fanchonik, me ho ped,
Me zo faillet, c’houi n’em hoc’h ket ;

Me zo faillet, c’houi n’em hoc’h ket :
Petra zo enn tan d’ho miret ?

— Ann itroun Varia-Folgoat
Zo’ skuba dindan va daou-droad ;

Ar Werc’hez, mamm ar gristenien,
Zo’ skuba endro d’am c’herc’hen.

— Red eo kas prim da Wigourvez,
Kas prim da di ar vereurez ;

Red kas da di ar vereurez,
Da gouzout piou eo pec’heurez. —

Tremenet oant holl dre ann tan,
Ha nikun na lekeaz man ;

Tremenet holl heb lakat man :
Ar vatez a joumaz enn han.


————