Hag hen da gaout he itroun,
O sonjal druz enn he galoun.
— Sellit ! eur bugel paour lazet ;
Piou, han Doue, neuz hen ganet ? —
Ann itroun, heb lavarout ger,
Az eaz d’ar vereuri e-berr :
— Mad ar bed gan-e-hoc’h, mereurez ?
Dont ra ho kanab brao e-mez.
— Va c’hanab brao mez na zeu ket :
Mont a ra holl gand ho koulmed.
— Peleac’h int eet ho merc’hed-c’houi,
Pa na welann nemet hoc’h-c’houi ?
— Diou zo er ster gand ann dillad,
Ha diou-all zo o paluc’hat ;
Ha diou-all zo o paluc’hat ;
Hag ann diou-all zo o kribat.
Mari Fanchonik, va nizez,
Hounez zo er gwele diaez ;
Er gwele klanv ez eo chomet,
Eiz pe nao deiz zo tremenet.
— Digorit d’in, va mereurez,
Hag e welin va fillorez.
— Va fillorez, din livirit,
Peleac’h ’ma ’nn droug a zamantit ?
— Kreiz-tre va c’hof ha va c’haloun,
Ema va droug, va mamm baeroun.
— Savit, savit, va fillorez,
Hag it d’ann tad Fransez da goez ;