Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/76

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
64


Gant he peb a vroz c’hlaz a zeien,
Ha karkanio aour war ho c’herc’hen.

Ar iaouankan, hounez ar braoan ;
Iannik Kervlez a gar, a glevann.

— Pevar mignon kloarek am euz bet,
Hag ho fevar e ma int beleget ;

Iannig ar Flecher, ann divezan,
A laka va c’halon da rannan. —


III.


Pa oa Iannig o vont d’ann eurzo,
Jenovefa voa war he zreujo ;

Jenovefa voa war he zreujo,
Hag a c’hrouie-hi dentelezo,

Hag ho brode gant neuden argant :
(Da c’holoi eur c’halir e vent koant).

— Iannig ar Flecher, ouz-in sentet ;
Da gemer ann eurzo na it ket ;

Da gemer ann eurzo na it ket,
Enn abek d’ann amzer dremenet.

— Distrei d’ar ger me ne hallann ket,
Pe vinn hanvet ar gaouier touet.

— N’hoc’h euz eta koun deuz ann holl draou
A zo bet laret war-n-omp hon daou ?

Kollet hoc’h euz eta ar walen
’M euz roet d’hoc’h e-kreiz ann abaden ?

— Ho kwalen aour n’am euz ket kollet ;
Doue neuz hi digan-in tennet.