Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
VI
JENOVEFA RUSTEFAN.
(Ies Treger.)
I.
Pa oa potr Iannik gand he zenved,
N’en doa ket koun da vean beleget.
— Ne vinn, a-vad, belek na manac’h,
Laket em euz ma spered er plac’h. —
Pa zeuaz he vamm ha larez d’ean :
— Te a zo eur potr fin, ma mab Iann ;
Lez al loened-ze, ha deuz d’ar ger,
Evit monet da skoul da Gemper ;
’Vit mont da skoul da vean beleget ;
Ha lavar kenavo d’ar merc’hed. —
II.
Ha braoan merc’hed oa er vro-ze,
Merc’hed otro ar Faou a-neuze ;
Braoan merc’hed a zave ho fenn,
Voa merc’hed ar Faou, war ann dachen.
Hi a dole skler dreist ar merc’hed,
Evel ma ra’l loar dreist ar stered.
Ha gant-he peb a inkane gwenn,
O tont d’ar pardon da Bond-Aven ;
O tont d’ar pardon da Bond-Aven,
A grene ann douar hag ar vein ;