Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/70

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
58


Distrei rez ann disteran, arog mont da gousket,
Da zigas ar penn-maro endro barz ar vered ;
Hag hen da vont d’he bedi, ’nn eur drei he gein dezha :
— Deuz d’am zi ta, penn-maro, deuz arc’hoaz da goania. —

Neuze d’he di da gemer he baouez ez eaz,
E saillaz barz he wele hed ann noz e kouskaz.
Tronoz vintin pa zavaz, hen mont da labourat,
Heb koun’bet mui d’ann derc’hent ken-nebeud d’ann ebat.

Hen monet da dap he forc’h, monet da labourat,
O kana war boez he benn, o kana dizonj vad.
Hogen, pa oa ’nn dud ouz tol, war dro ann noz-digor,
E klevjont unan-bennag a skoe war ann nor.

Ar mevel a zavaz prim evid digor d’ea,
Kement e oe estlammet, ma teuaz da goea,
Ha daou zen-all a lammaz raktal ’vit he sevel,
Kemend e oent stravillet ha ma oe red mervel.

Kerza re ann Anaon kreiz ann ti ha dale :
— Chetu me deut da goania, da goania gen-oud-de.
Deomp-ni ta, ma mignon kez, ne ket pell ac’hane,
Deomp-ni hon daou d’am zol-me a zo savet am be. —

Ne oa ked he c’her gant-han, siouaz, peurachuet,
Pa iudaz ann den iaouang, enn eur spont garv meurbet ;
Ne oa ket he gomz gant-han, he gomz peurlavaret,
Pa gouezaz krenn war he benn ar paourkez diframmet.


————