Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/64

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
52


Ne oa ket peurlaret he c’her,
Ma teuaz eur spont braz e ker ;
Gand eunn tenn kanol oa losket
Ha nao c’hant den a oa lazet ;

Ha gand ar strak ann heuzusa,
Ha gand ann tier o krena ;
Ha gand son-vrell ann holl gleier,
O sini ho eunan e ker.

— Pachik, pachik, pachik bihan,
Te zo skanv, ha drant, ha buhan,
Kerz timad da veg ann tour-plad,
Da c’hout piou zo o vransellat.

Euz ta goste zo eur c’hleze,
Mar kaez den-bennag aze,
Mar kaez den bennag o son,
Plant da gleze enn he galon ! —

O vont d’al lae, hen gane ge,
O tont d’ann traon, hen grene tre :
— Beg ann tour-plad ed-onn-me bet,
Ha den e-bet n’em euz gwelet ;

Ha den eno n’em euz gwelet,
Nemed ar Werc’hez venniget,
Ar Werc’hez hag he mab, a-vad,
Re ze a zo vransellat. —

Ar prens diwirion lavare
D’he zoudarded, pa he gleve :
— Sternomp hor c’hesek, ha d’ann hent !
Ha loskomp ho zier gand ar zent. —


————