Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/54

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
40


Mont a reaz da vuanekat,
Ha klask trouz d’am floc’h en deuz great,

Ha kleze oc’h kleze timad,
O klevet al lavar anat,

Al lavar koz, ar wirione :
« N’euz tud e Breiz, nemet moc’h-gwe. »

— Mar d’eo hounez eur wirione,
Eur wirione-all ouzonn-me :

« Evit-han da vout roue bro-C’hall,
N’ed eo Loeiz med eur goaper fall. »

Hogen prestig e weli-te,
Ma well pe was e wapez-te ;

Pa ’m bo diskoet, benn eur gaouad,
D’am broiz va lenn leun a wad,

Benn a-neuze e ouezi reiz
Ma bez, e gwir, moc’h-gwe, e Breiz ! —


V.


Eunn diou pe deir zun goude-ze,
Eur c’hannadour a zigoueze,

’Zigoueze deuz bro Normaned,
Gant-han lizeriou siellet,

Lizeriou siellet e ru
Da roi d’ar roue Loeiz doc’htu ;

Ar roue pa en deuz ho lennet,
Sellet ken du en deveuz gret,

Sellet ken du evel eur c’haz
’Vel eur c’haz-gwe tihet el las.