Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/52

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
40


Ken a strinkaz goad war he lenn,
Hag hen ruiaz a-benn-da-benn.


IV.


— Iec’hed, roue ha rouanez,
Pa m’oc’h ho taou enn ho palez.

Pe seurt torfed en deuz hen gret,
Pe ma bet gen-hoc’h dibennet ?

— C’hoari klenv heb grad ar roue ;
Laza kaeran floc’h en devoue.

— Ar c’hleze na ziwenner ked
Me chans, heb kaout abeg e-bed.

— Abeg en deuz bet, a dra skler,
Evel m’en deveuz al lazer.

— Lazerien, otrou, n’em omp ket,
Ne denchentil Breiz kenneubet,

Na denchentil gwirion e-bed ;
Ar C’hallaoued, ne larann ket ;

Rak me oar awalc’h, mab ar Blei,
Gwell gen-hoc’h kaout goad eged rei.

— Sarret ho pek, va itron ger,
Mar peuz c’hoant da zistroi d’ar ger.

— Ne rann fors chom pe mont endro,
O veza ma breur kez maro,

Bea droug gand roue garo,
He abeg fell d’in, m’hen gouio !

— Mar gout he abeg a fell d’hoc’h,
Chilaouet ha me laro d’hoc’h :