Diskennomp holl, kristenien, enn ifern da welet
Ar wanerez estlammuz euz ann eneou daonet
Pe re zo dre wir Doue dalc’het e-barz ann tan,
O veza gret gwall zispign euz he c’hraz er bed-man.
Ann ifern zo eunn toulldon leun a devalijen,
Elec’h ne weler morse bihana sklerijen,
Ann noriou zo bet sarret ha prennet gand Doue,
Ha n’ho digoro biken ; kollet eo ann alc’houe !
Eur forn c’horet er bed-ma n’ed eo nemed moged,
E-kever tan ann ifern, tan eneou daonet,
Gwell e ve devi enn hi ac’han da fin ar bed ;
Eget beza enn ifern e-pad eunn heur gwanet.
Iudal reont a-boez penn, evel chaz kounnaret ;
Ne ouzont pelec’h tec’het, peb-lec’h ez-int losket ;
Ann tan zo war ho gorre, ann tan zo dindan ho,
Ann tan zo a bep kostez hag ho devo ato.
Ar mab a lamm gand he dad, hag ar verc’h gand he mamm,
Ho stlnjo, gand mil malloz, dre ho bleo, kreiz ar flamm.
— Malloz d’hoc’h grek diaket, hag hoc’h euz hon ganet ;
Malloz d’hoc’h, tra didalvez, kiriok oc’h omp daonet ! —