Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/44

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


III


FLOC’H ROUE LOEIZ XI.


(Ies Kerne.)


I.


Floc’hig ar roue a zo bac’het,
Abalamour d’eunn tol neuz gret,

Abalamour d’eunn tol hardiz,
E ma er vac’h gri e Paris.

Eno na wel na noz na de :
Eunn dornad plouz evid gwele ;

Ha bara segal evid boed,
Ha dour puns evid he sec’hed.

Eno na zeu den d’he velet,
Med al logod hag ar raed,

Al logod bag ar raed du,
Deuz ar re-ze en deuz didu.


II.


Hen lare, dre doull ann alc’hue,
Da Benfentenio, er c’houls-ze.

— Iannik, te va brasa mignon,
Chilaou eunn tammig ac’hanon :

Ke d’ar maner bete ma c’hoar,
Ha lavar d’ei em onn war var,

War wir var da goll ma buhe,
Dre gemenn ann otrou ar roue :