Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/420

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
408


Gant-han krogen ennn ounnar vriz,
Eur skoultrik gweet da c’houriz,
Ha da eva dour ar poull du,
Ha bara poazet el ludu.

Pa zeuaz he dremen divean,
Pa eaz kuit deuz ar bed-man,
Daou ejen gwenn-kann dioc’h ar-charr,
Tri eskob d’he gas d’ann douar.

Hag hi digouezet gand ar ster,
Ha kaout Keban diskabel-kaer,
O walc’hi lijou da dud ker,
Daoust da c’hoad Jezuz, hor salver ;

Hag hi sevel he golvaz prenn,
Ha darc’ha gant korn ennn ejenn,
Ken a zilammaz gwall-spontet,
He gorn gand ann tol diframmet.

— Ke, map-gaign, ke d’az toull endro,
Ke da vreina gand chas maro,
Ne vei ket kavet brema mui
Oc’h ober goab ac’hanomp-ni. —

N’oa ket he genou peur-sarret,
Pa oa gand ann douar lonket
Etouez moged ba flammou-tan,
Elec’h ma c’helver Bez-Keban.

Mont a eure ato ar c’harr,
O kas sant Ronan d’ann douar ;
Pa chomaz sonn ann daou ejen,
Heb kerzet mui na rog na dren.

Eno e oe laket ar sant,
Evel ma kreder oa he c’hoant ;
E penn-ann-nec’h euz ar c’hoad glaz,
Eeunn-hag-eeunn dirag ar mor-braz.


————