Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/398

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
386


P’am befe kemend a vil skoed,
Hag en deuz markiz Pontkalek ;
Ha p’am befe eur vein-gleuz aour,
Ma n’em euz ar plac’h me zo paour.

Na pa zafje war dreuz hon nour,
E-lec’h raden glaz, bleuniou aour ;
Na pa zafjent leiz ma liorz,
Ma m’em euz ma dous, ne rann fors.

Kement tra deuz he lezen red ;
Ann dour deuz ar feunten a red,
Ann dour ia d’ann traon, d’ann izel,
Ann tan d’ann nenv ha d’ann huel ;

Ar goulm a c’houl eunn neizik klouz,
Ar c’horf maro a c’houl eur fouz,
Hag ann ene ar baradouz.
Ha me ho kalonik, va dous.

Me a ielo peb lun vintin,
Da groaz ann hent, war ma daoulin ;
Me a ielo d’ar groaz neve,
Abalamour d’am c’harante.


————