Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/384

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
372


Ann od evel eur c’helc’h, endro, pell diouz-en,
O ranna enn daou du ar mor braz hag ann nen.
Ha begig ar gwernou, huelloc’h deuz ann dour
Ha n’eo deuz ar vered beg ann huella tour.

Gwel’t hoc’h euz war ar roz endro d’ar raden glaz,
Ho deuz koulmou awalc’h koulz a-hed hag e kroaz,
Endro d’eur wern ez euz liesoc’h a gorden
Evid a neuden zo endro d’ar radenen.

Allaz ! ar Vretoned zo leun a velkoni !
Meveli ra va fenn, ne hallann sonjal mui.
Va c’halon a zigor ; ’nn aner rann ar zon-ma,
Marteze, siouaz-d’in, n’em c’hlefet he gana !


————