Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/374

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XI


MELINEREZ PONTARO.


(Ies Kerne-huel.)


E Bannalek zo ’r pardon kaer
Lec’h ia’r merc’hed koant gad al laer.

Ha ma mel a drei,
Diga-diga-di,
Ha ! ma meil a ia
Diga-diga-da.

Eno e weler ar botred,
Gand he kezek braz ha sternet,

Hag ho zokou a zo bluniet,
Evit dirollo ar merc’hed.

Guillaouik kromm zo glac’haret,
Hi Fantik koant en deuz kollet.

— Kemenerik, ’nem gonfortet,
Ho Fantik koant a vo kaet.

Ma du-ze e mel Pontaro,
Ar baron iaouang ar hi zro.

— Tok, tok, tok ! o meliner,
Digas ma dous Fantik d’ar ger !

— N’em euz gwelet ho tous Fanchon,
Nemed eur wech mel ar baron ;

Eur wech aman e-tal ar pont,
Eur rozennig ar he c’halon,