Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/350

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
338


Hag hi c’hoarzin, c’hoarzin ken douz,
Hag eunn el euz ar baradouz ;

Ha me mont da c’hoarzin out-hi ;
Ha ne garann mui nemet-hi.

Me ielo d’hi gwelet henoaz,
Eur voulouz gan-in, hag eur groaz ;

Eur voulouzen du hag he c’hroaz,
Prenet e foar Sant-Nikolaz,

Sant-Nicolaz, hor patron braz,
A vo brao war hi gougik noaz ;

Hag ouspen, eur walen argant
Da vouta war hi bezik koant,

Da lakat war-n-han da vijou,
Ma zonjo d’i-me wechigou.

O tont endro a di ma dous,
Digouet gan-e ’r c’hemener kouz ;

’R c’hemener em euz kavet,
Hag ar zon-man en deuz savet.


————