Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/342

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
330


Ann hini c’hlaz a zougenn da gaout peuc’h ataou ;
Ha pa zellann me out-hi tennann huanadennaou,

Dilezet em onn, siouaz ! siouaz ! breman gant-hi,
’Vel gand ar goulmik skanbenn e ma ar c’hoz kouldri.


ANN TAD-PAERON-ALL D’AR VAMM BAERON-ALL.


Erru ann amzer neve endro gand miz even,
Hag e teu ann dud iaouank da vale ’peb tachen.

Ar bleuniou barz ar prajou hirio zo digoret,
Kalonou ann dud iaouang ive’ peb korn ar bed.

Setu ar bleun er spern-gwenn, ha gant-han c’houez ker mad,
Hag al labouzed bihan a zeu d’en em barat.

Deut-hu gan-in, dousik-koant, da vale d’ar c’hoajou,
Ni a glevo ann avel kreno ’touez ann deliou,

Hag ann dour oc’h hiboudo etouez ar veinigo,
Hag ann holl eined ker kaer beg ar gwe o kano ;

Peb hini enn he zonik, peb hinienn he don :
A rei frealz d’hor spered, levenez d’hor c’halon.


————