Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/332

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


V


SON FEST ANN ARVEL.


(Ies Leon.)


V.


ANN DEN IAOUANK.


Selaouit, va dous intanvez,
Deut-ounn d’ho ti d’ober al lez ;
Breman digouezet ann amzer
Da zilezel pe da ober.


ANN INTANVEZ.


Er bloavez-ma na zemezinn,
Na biken va c’hanv na dorrinn ;
D’ar govent eo red d’in monet
Leac’h ounn gand Doue gortozet.


ANN DEN IAOUANK.


D’ar govent c’houi na eot ket,
D’am c’her-man ne lavarann ket ;
Ar rozen hag al louzou fin
Zo mad da lakat er jardin.


ANN INTANVEZ.


Ar rozen zo mad d’ar jardin,
D’ar vered ar wezen ivin ;
Dibabet am euz da bried
Ann hini neuz krouet ar bed.