Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
IV
SON ANN DUD PAOUR.
(Ies Treger.)
IV.
Ni neuz choazet eur vestrez ne garomp nemet hi,
Ne gemeromp plijadur nemet pa ’z omp gant-hi,
O komzout enn he-c’hichen, hon dudi hag hor c’hoant,
Hounez ez eo hon holl zonj, nemet dei n’hon euz c’hoant.
Hor mestrezig a zo brao, ha leun a vadelez,
Ar vraovan krouadurez a zo enn he farrez,
Hag en tu-hont ma eo koant, ez eo ivez mignon,
Ha dre ze eo deut a-benn da c’honid hor c’halon ;
He zreid a zo feul ha skan, hag he c’horf ker galant !
He daoulagad ’vel glizin, he zremm ken dreo ken drant !
Pa zomp muian hirvoudet, siouaz, pe chomet klaon,
Dal’ m’he c’hlevomp o komzout, ’teu joa enn hor c’halon.
————