Respont a rinn d’hoc’h den iaouank,
Pa c’houlet ker soubl ha ker koant ;
Ne fell d’in laret gaou e-bed,
A-benn diriou eo ma eured.
Tro ma c’her-ma, war ann dachen,
A zo gan-in mecherourien
Oc’h ober soliou, skabellou,
Da rei d’am zud a-benn diriou ;
A-benn diriou eo ma eured ;
Re ziveed em oc’h digouet,
Hag unan all en deuz hadet
Em liorz bleun ar garanted.
Gan-in-me hadet e oa bet,
Ha c’hui hoc’h euz hen displantet ;
Ha setu hen breman sec’het,
Hogen ma c’halon ne ma ket ;
Ho karout a rann koulskoude,
Enn hoc’h e sonjann noz ha de,
Ho alan, dre doull ann alc’houe,
A zeu d’am dihun em gwele.
Hanter kant nozvez em onn bet,
Toullig ho tour, ne ouiec’h ket,
Ar glao, ann avel o m’ filat,
Ken vere dour deuz ma dillad.
Tri re voutou em euz uzet
Va dous, oc’h ho tarampredet ;
Setu me gand ar pevare,
C’hoaz n’ouzonn ket ma digare.