Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/320

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



III


SON ANN DAOL.


III.


— O itron Varia Blevin !
Deuz ann noz ha deuz ar mintin,
Ha deuz ar mintin pa zavann,
Chiminal ma dous a welann ;

Moged chiminal ma dous koant
A ra d’i-me kalzig a boan.
Red eo d’in mont beteg he zi.
Evit komz eur wech c’hoaz out-hi. —

Loizaig Alan a gane
’Vont gand he saoud, ar mintin-ze ;
’Vont gand he saoud d’ar park neve,
Loizaig Alan gane ge.

Tronset gant-hi he joblinen :
Glaz hi lagad, hi bleo melen,
Hi chod ru evel bleun skao-grac’h ;
Hi garanted a zistol rac’h.

War ar bazen e oa pignet
Da zigor ar gleud d’he loened,
Pa welaz Piarik, he mignon,
’Tont gand ann hent trezeg ann traon.


PIARIK.


Ma dousik koant, pa eann d’ho ti
Vit ho koulenn da zimizi,
Roet-hu d’in-me eur respont vad,
’Vel reaz gwechall ho mamm d’ho tad.