Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/314

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
302



AR BREUTAER.


Harz, ma mignon, na iaffec’h ket,
Sotro refec’h ho potou ler ;
Me ia ma unan enn ho lec’h.

Ne gavann koulmik mod e-bed
Nemed eunn aval ’meuz kavet,
’Nn aval-ma, krizet a bell-zo,
Dindan ar ween, ’touez ann delio.
Enn ho jakotik likit hi,
Da rei d’ho kudon da zibri,
Ha neuze na welo ket mui.


AR BAZVALAN.


Ma mignon, ho trugarekat ;
’Vit ma krizet, eunn aval mad
N’ed eo ket kollet he c’houez-vad ;
Met n’em euz c’hoant deuz aval’bed,
Deuz bleun na deuz tamoen e-bed,
Ma c’houlmik renkann da gahouet,
Me ia ma unan d’he c’herc’het.


AR BREUTAER.


Trodoue ! he-man zo potr fin !
Deuz ’ta, ma mignon, deuz gan-in ;
Da goulmik wenn ne ket kollet,
Me ma eun em euz hi miret,
Em c’hambr, enn eur gaoud olifant,
Ar biri a aour hag arc’hant.
Hag hi dreoig enn hi meurbed,
Ker probik, ker brao, ker fichet.