Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/308

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


I


AR GOULENN.


(Ies Kerne-Huel.)


I.


AR BAZVALAN.


Enn han ann Tad holl-galloudek,
Ar Mab hag ar Spered-Meulet,
Bennoz ha joa barz ann ti-me
Muioc’h evit zo gan-i-me.


AR BREUTAER.


Na petra ’teuz’ta, ma mignon,
Pa n’ed eo joauz da galon ?


AR BAZVALAN.


Eur goulming em boa em c’houldri,
Hag eur gudon em boa gant hi,
Ha chetu digouet ar sparfel,
Ker prim hag eur barrad avel,
Ha ma c’houlmig en deuz spontet.
N’ouier doare pelec’h ma oet.


AR BREUTAER.


Meurbed da gavann kempennet
Evit bea ker glac’haret ;
Kribet e t’euz da vleo melen,
’Vel ma iefez d’ann abaden.