Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/294

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
282


Ar gwella ed pa deui endro
Ar roueou goz, da rena ’r vro. »

Ar roueou goz zo distroet,
Ann amzer goz ne deuz ket gret.

Ann amzer goz na deui ket mui ;
Trubardet omp, siouaz d’e-omp-ni !

Siouaz d’e-omp ! trubardet omp bet !
Enn douar fall, ’ma fall ann ed.

Gwas-oc’h-gwas, kriz-oc’h-kriz ar bed
Diskiant eo neb n’her gwel ked.

Diskiant neb eaz da gredi
E teui da c’houlmed ar brini ;

Da gredi e vleunio biken
Liliou war gouriou raden ;

Neb a eaz da gredi a goue,
Ann aour melen deuz beg ar gwe.

Deuz beg ar gwe na goue netra,
Nemed ann deliou sec’h na ra ;

Nemed ann deliou sec’h na goue,
Da ober lec’h d’ar re neve.

Nemed ann deliou melen aour,
Da ober gwele d’ann dud paour.

En em gonfortet, peorien geiz,
Gweleou plun ho po eunn deiz ;

C’houi po, elec’h gwele gwial,
Gwele olifant er bed-all.