Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
280
Daou skoed evid pez a buraz
He bioc’h lec’h eaz a-holl-viskoaz.
TRIDE PILLAOUER.
Ne ked seurt-se ’zifenn sersal ;
Pa eont d’ar c’hoad, hi c’halv re all.
C’HOUERVED LABOURER.
Ne ked seurt-se nac’hfe eunn dle ;
Eur skrid, avad, a dall ho le.
N’int-ho ked klan gand al lorgnez ;
Nemed ann dudchentil nevez.
SEIZVED LABOURER.
Ann dudchentil nevez zo kri ;
Gwell a oa re goz da vistri.
Re goz, evit-ho da vout ter,
A gar, a galon, ar c’houer.
Hogen re goz, siouaz d’ar bed !
N’int ket mui ker stank ha ma int bet.
Stankoc’h e gaver debrerien
Evid ann dud mad d’ar beorien.
TRIDE PILLAOUER.
Ar beorien a vo paour ato,
Ha re ker ato ho debro.
KENTA MELINER.
Ato ! koulskoude oe laret.
« Falla douar ar gwella ed ;