Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
278


— Gwela rann war ma bugale,
N’am euz ket bara da roi d’he. —

— Va c’hregik, ne ket red goela ;
Dalit argant ; it da brena. —

Bennoz Doue d’ann otrou kont !
Seurt-se a zo tud, me respont !

Pa ve red d’in mont d’ar maro,
Me iei evit-han, pa garo.


TRIDE LABOURER.


Seurt-se zo tud a galon-vad,
Pere a glev ouz a bep stad ;

Pere a glev ouz a bep stad,
Pere d’ann holl dud a zo mad.


PEVARE LABOURER.


Zo mad d’al labourerien gez,
Ha n’ho lakafe ked e mez ;

E mez ’vel ar vistri neve,
Gand c’hoant da griski ho leve ;

Ho leve ; heb sonjal neb ra,
Er bed all, zur, he nebeuta.


PEMVED LABOURER.


Nez ked seurt-se lak da werza
Gwele eur merour gand he dra.


EIL PILLAOUER.


Ne ked seurt-se a lak pea
Daou skoed d’eur c’hreg o klask bara ;