Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
276


— Iec’hed d’hoc’h, otrou ann ti-ma,
Deut onn aman da c’hout eunn dra ;

Da c’haout hag hen d’hoc’h a blijfe
Rei eunn tamm boed d’am bugale ;

Boed d’am nao a vugaleigou
N’euz-int bet, tri dez-zo, otrou. —

Ann divroad a respontaz
D’am mamm baour kent ha m’he c’hlevaz :

— Kers alese, deuz treuz va zi,
Pe me losko war-n-out va c’hi. —

Gand aoun ar c’hi, kuit a eaz,
O c’hoela a-hed ann hent braz.

Ann intanvez baour a oele :
— Petra roinn-me d’am bugale ?

D’am bugale petra roinn-me
Pa lerint : « mamm, naoun am euz-me ! »

Na wele ked he hent ervad,
Gand ann daelou enn he lagad.

Enn hanter-hent pa oe digouet,
Ann otrou kont e deuz kavet ;

Otrou kont maner Pratuloc’h,
O vont da heizal da Goatloc’h ;

O vont da Goatloc’h da heizal,
Hag hen pignet war he varc’h gial.

— Va c’hregik vad, d’in leveret,
Perak ’ta, perag a welet ?