Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
274



KENTA LABOURER.


E Breiz-Izel er maneriou
Oa tud vad o difenn ar vrou ;

Brema, penn-ann-dol, e weler,
Neb a vire saout ar maner,

Er maner, pa oa un den paour,
N’hel loskec’h ket pell toull ann nour ;

Ann itron vad, o vont d’ann arc’h,
Diskarge bleud kerc’h leiz he zac’h ;

Boed a roe d’ann neb en doa naon,
Ha louzou d’ann neb a oa klaon.

Boed na louzou mui na reer,
Re baour a dec’h ouz ar maner ;

Penn-izel, a dec’h ann dud paour,
Gand aoun ar c’hi e-toull ann nour ;

Gand aoun ar c’hi pini a lamm
Gand ar c’houer ha gand e vamm.


EIL LABOURER.


Ar bloaz oe ma mamm intanvez,
A oe d’am mamm eur gwall vloavez.

Be’z e doa nao a vugale,
Ho n’e doa bara da rei d’he.

— Ann neb en deuz hennez a rei,
Mont a rann d’he gavout, emei ;

Da gavout ann den divroet :
Doue r’hen dalc’ho e iec’hed !