Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236


Pe ’t’euz laket lezen ann diaoul e-lec’h gwir lezen Doue,
Pe t’euz lazet ar veleien, ann dudjentil, ar roue !

Pe t’euz lazet ar rouanez, pe ’teuz stlapet d’ann douar
He fenn gand penn flour Elesbed, ann itron zantel, he c’hoar ;

Pe t’euz tolet er c’hao hudur mab ar roue, hen bugel,
Hag hen dalc’hez e-barz ar fank da vreigna ha da vervel.

Kuz da benn, heol benniget, enn eur welet torfejou
Pere na dlefe beza gret nemed gand drouksperejou !

Kenavo, Jezuz ha Mari, dispennet ho taolennou,
Ha laket d’ober paveiou, gand ar re c’hlaz, er c’heriou.

Kenavo, fons ar vadiant, e lec’h e gefjomp gwech-all
Nerz evit gouzanv ar maro kent evid ieo ann dud-fall.

Kenavo, kleier benniget, a gane war hor pennou,
N’ho klevomp mui enn hor gervel, sul na gwel, d’ann ilizou.

N’ho klevimp mui o kana ge ; siouaz divadez ho penn !
Teuzet, siouaz ! gand ar geriz evid ober gwenneien !

Kenavo, Bretoned iaouang, e c’halver d’ann armeou,
E-lec’h ma goller enn eunn tol ar feiz hag ar vueiou.

— Kenavo, ma map, kenavo d’ann draoniennou Jozafat !
Pa vei mez deuz a Vreiz-izel piou a zifenno da dad !

Pa lammo re ker gand ma zi, me vo klevel o laret :
— Ma vize bet ma mab er ger, en defe ma diwallet ! »

— Deuz etre diou vrec’h da vamm goz euz da zouget, ma bugel,
Deuz war galon euz da vaget, ma mabik paour, kent mervel !