Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234


C’hoaz ma ve roet skuilla, hor gwalc’h, daelou dru d’hon daoulagad,
Mez da l’ma wel skuilla daelou, ann den ker a skuill ar goad.

C’hoaz ma ve roet kaout eur groaz, e pelec’h e taoulinfemp,
Evit goulenn digand Doue ann nerz pini a vank d’emp !

Met ho kroaz santel, ma Doue, zo bet pilet e peb-lec’h ;
Ha kroaz ar gwinterellerez a zo savet enn he lec’h.

Bemde ’weler ho peleien evel-d-hoc’h war ar C’halvar,
Evel-d-hoc’h o stoui ho fenn o pardoni d’ann douar.

Re ho deuz gallet tec’het kuit, ea da guhet er c’hoajou ;
Eno oferniont deuz ann noz ; e bag, war vor, a-wechou.

Darn ho deuz treuzet ar mor braz, divroet ha dizouten,
Gwell gant-he senti ouz Doue, evit senti ouz ann den ;

Gwell gant-he dibri dianken, er broiou pell, bara kerc’h,
Evit dibri bara gwiniz, bara ann diaoul, gand ann nec’h.

Enn ho ziez, ann touerien a zebr danvez ann dud paour,
Goude beza gwerzet Doue, evel Judaz, evid aour.

Piou-bennag na fell ket d’ezhan mont da glevet ann touer,
Zo war var da goll he vuhe ; bet denchentil pe gouer.

Tudjentil, ha tud a iliz, tud diwar mez, sonn ho fenn,
Ann holl Vretoned a waner balamour ma int kristen !

Breman hallez, boed ann ifern, rei da galon-te d’ar joa,
Pe ’teuz laket hon elez-ni e-barz ann ne da wela !