Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
226


Ha mem bugale geh ! e pe stad e hoc’h-hui ?
Hui em goulen bamde ha n’em c’havet ket mui ;
M’ hou koulan a me zu ; mez, o peh hun drue !
Ne c’houez ket mui a dad, na me a vugale !

O keh devedigeu ! petra vou a ann e-hoc’h ?
Piue hou konforto, piue rei sikour d’hoc’h ?
O Jezus ! bugul mad, hou pet sonj anehe,
Hag astennet ho torn e bep amzer d’e-he.

Isprideu euruz, o sent ha sentezed,
Ha hui rouanez enn nean, chomet get he berpet !
Reit hu d’ehe sikour enn hou oberieu,
Ha reit konfort d’ehe e holl hou zrebileu.

O deuar a Vreih-izel, o va bro glac’haret !
E pe mor a gloe e oud-de bet tolet ?
Gwech-arall e ouez brao, joeuz, ha leuen ;
Breman e ez mantret, siouah ! ged enn anken !

Ur vanden treitourien hemp fe hag hemp lezen,
E dez de zorblet ha laket peb-eil-benn ;
Lammet hou dez gen-id holl joieu de galon ;
Forbannet eskobed, menec’h ha beleion.

Eskobed, beleion ha menec’h, forbannet ;
Ged el leanezed er vro holl dilezet ;
Tamm oferen bet mui, na tamm sakramanteu,
Hag enn drein e kreskein ebarh hun ilizieu !

Licherieu enn oter, kroez ha kaliz sotret,
Ha get-he ar c’hlehier e pep parrez leret ;
Enn iliz e begin, a he madeu forhet ;
Hag enn armel santel keh Jezuz forbannet ;

Sotret e enn iliz ; leket d’ur marchosi,
Kouls hag enn oter-vraz de ur dol a zibri ;
Er gwir krechenion, enn dud vad e welein,
Hag ar re fall bep le, bep le oc’h ho goanein !