Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220


Al labourer, goude-ze, a vezo tamallet ;
Gand ann dud euz al lezen e vezo piz skarzet ;
Euz he nebeud a vadou e vezo diouret
Hag, he zanvez o vonet, n’euz ger da lavaret.

Ha mar c’hoarv d’ezhan konta he arc’hant a-wechou,
Arc’hant en deuz dastumet gant kemend a boaniou,
C’hoarzin a ra ar geriz oc’h hual anezhan,
Ha, mar geller, he gigner, oc’h ober goab out-han.

Enn divez al labourer, baleet leac’h ma karo,
E vezo drouk-prezeget, kalz tud hen disprijo ;
Ha koulskoude, ma teufe da zonjal ann dud-ma :
Diwar breac’h al labourer m’ar bed-holl o veva.

Setu hor buhez, siouaz ! hor buhez kriz meurbed ;
Hor stad a zo truezuz hor stereden kaled ;
Hor stad zo poaniuz meurbed ; paouez na deiz na noz !
Renomp-hi a galoun-vad da vont d’ar baradoz.


————