Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212


Tanet lestr ar Zozon gen-omp ;
Hi noaz, o neuial daved-omp.

Ann dud euz a Vrest a ioue ;
O welet hor listri mont tre.

Ann holl dud a Vrest a ioue,
Nemed ar mammou paour na re.

Pebez enor, d’e-omp, Bretoned,
Ar Zozon a zo bet trec’het !

Pebez enor, Kervignagiz,
Galvet eo ar Mank da Baris.

Da Baris e ma bet galvet,
Hag ouz tol ar roue azeet ;

Tol ar roue, gand ar brensed
A ra stad ouz ar Vretoned.

Bet en deuz eur vedalenn aour,
Ha laket eo da ovisour

Mil bennoz Doue d’ar roue !
D’ar roue mil bennoz Doue !

Doue ouz ar stad na zell ked,
Ar roue na zell kenneubed.