Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210


Tiet omp holl nemed unan :
N’her hanvann ked er zonen-man.

Pemb troatad dour e don ar c’hal,
Pemb troatad dour, goad kement-all !

— Kabitan ker, deuz, deuz ha sell !
Troc’het ann dris ; kouet ar zinel !

Klevez ked ar Saoz o laret :
— Ho zinel ho deuz diskennet.

— Diskenn ! diskenn ! oh ! na rinn ket
Keit a vo goad em wazied ! —

Er Mang a glev, ha’ ma pignet
War ar wern-volosk, enn eur red ;

Kreiz ar bolodou, sonn e benn,
A zisplegaz ur mouchouer gwenn.

Oh ! ni n’hon euz ked diskennet ;
Sevel ar sinel hon eus gret.

Ar Breton na ziskenn nepred ;
Iannig-ar-Zoz ne larann ked.

Ar c’habitan Zoz zo lazet ;
’Vel eunn den mervel en deuz gret.

’Vel eunn den mervel en deuz gret ;
Tanet enn e roched goadek.