Azenorig a c’houlenne,
A-biou Mezlean pa dremene :
— Va fried, mar plij gen-hoc’h-hui,
Me iel’ eunn tammik tre enn ti.
— Evit fe-te na iefec’h ket ;
Arc’hoaz e iefec’h, mar keret. —
Azenorik dru a wele,
Ne gave den he frealze ;
Ne gave den he frealze,
’Med he matezig, hi a re :
— Tevet, itron, na oelet ket,
Gand Doue e viot peet. —
Azenorik c’hlaz a wele
E-tal ann oter, da greiz-te ;
Adal ’nn oter bet ’ann or zal,
Oa klevet he c’halon strakal.
— Tostait, ma merc’h, em c’hichen,
Lakfenn war ho pez ar walen.
— Poan zo gan-in tostat aman,
Pa n’am euz ann hini garann.
— Azenorik, pec’hi a ret,
Eunn den a-feson hoc’h euz bet ;
Perc’hen enn arc’hant hag enn aour,
Ha kloarek Mezlean a zo paour.
— Pa vinn gant han o klask ma boed,
Ze na ra tra da zen e-bed ! —