Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206
— Kanolerien, sonet ho son.
Ma imp d’ei, me ha ma itron.
Sonet, sonerien, sonet ge,
Ma imp d’ei bloc’h ma dous ha me ! —
Oa ked komz ar Mank peurlaret,
Ar c’hanol en deuz tregornet.
Eul lestr zoz a zo erruet,
Eur gwall-vordad d’eomp n’euz strinket,
Al lestr gant han eur vaniel ru,
Ha c’houezek kanol a-bep tu.
— Ma eo daou ha tregont ho deuz.
Daou ganol ha tregont hon euz. —
Hor bordad hon euz-ni losket ;
Betek ar c’hein en deus straket.
— Sturik mad, gra mad da vicher,
Na vez ket amzent d’ar sturier.
Va sturik mad, deomp-ni a-rog ;
Chetu ni hon daou krog-oc’h-krog.
Tregorna ra ar volodao ;
Ar volodao atao, atao !
C’houezi ra kovou al listri ;
Ar mor tro-war-dro o virvi.