— Mar ker’t me c’has da vorc’h Skeul, da doull dor ti ma zad,
Me a zistolo peb tra d’hoc’h-hu a galon-vad.
— Laret kenavo d’ho mamm ha da gement gerfet,
Rag birviken tamm bara e borc’h Skeul na zebfet.
— Arsa-ta, va mignoned, pe mervel eo ret d’e,
Tennet kurun santez Barb, a zo kuhet em ze ;
Tennet kurun santez Barb, a zo kuhet em ze,
Ha mar plij se gant Doue, e varvinn goudeze. —
Ha pa oe lahet gant-he, hi ho deuz hen stlenjet,
Stlenjet dre e dreidigou da ster vraz ar Faouet,
Stlenjet dre e dreidigou da ster vraz ar Faouet,
Ha pe oant digouet d’ann dour, kreiz ho deuz-hen tolet.
Moris koz hag he hini a oele gant glac’har,
O kas kaout o mab Loeizik lec’h bennag war ann douar :
— Tevet, Moris Raoualet, tevet na welet ket,
Benn eur pennadig amzer, ho mab a vo kavet, —
Kement vije bet eno dije bet kalonad,
O welet Loeiz Raoualet war he gein kreiz ar’ prad,
O welet ar bugel paour maro, e-barzh ar prad,
Dispaket e vleo melen e kreiz e zaou-lagad ;
Kement vije bet eno dije bet kalonad,
O welet ar bugel paour, war e gein ’barz ar prad.
N’oa eno na tad na mamm, na kar na mignon-bed,
Hag a zeuje d’he zevel, ’met person Langoned.
Person Langonet lare, o wela gand glac’har :
— Kenavo, va Loeizik mad ; mont a rez d’ann douar.