E korn an dol e Kerli wele Loeiz Raoualet :
— ’Troudoue, em zikouret, petra em euz me gret ?
’Troudoue, em zikouret, petra em eus me gret ?
Sonj ’m boa but abred er ger, ha chetu me dived !
— Tevet, tevet ’ta, Loeizik ; tevet, na welet ket ;
Tri fotr omp—ni gen-oud—te, na pezo droug e-bed. —
Loeizik Raoualet wele’ korn an dol, trist—meurbet :
— Otrou Doue, va Jezuz ! petra em euz—me gret ? —
Euz ac’hano, d’an distro, etal kroazig ann hent,
E kefjont Marianna a rede kenha—ken ;
Kollet gant-hi he holl dud, ha chomet hi eunan.
— Arzet, va maouezik kez, na et ket ker buan. —
Tal kroaz Penfel e kefjont Marianna Langonet,
A oa mignon da Loizig, hag hen oa d’ei meurbet ;
’Barz eunn hevelep kavel, iaouankig oant lakaet,
Hag ouz ann dol, tal—oc’h—tal, aliez e oant bet.
Ar plac’hig, pa ho gwelaz, a grenaz spontet braz,
Hag e lammaz o ioual raktal gand ar groaz,
Ha gand he diou-vrec’hig paour, reuzeudik, he strizaz :
— Loeizik paour, deuz d’am zikour, me zo kollet, siouaz !
— M’en argarz ! va mignoned, kement ze ve pec’hed,
Kement-ze ve pec’hed braz, kement-ze na vo ket ;
Lezet hi mont gand he hent, heb droug na gaou e-bed,
Pe gand an otrou Doue e viot kastizet.
— Petra han Diaoul beg enn oud, potr bihan ar merc’hed ? —
Hag he krog en e jupenn, hag hi da ziredet ;
Hag he da vont war e lerc’h giz tri bleiz diboellet :
— Ama, ma mignonik kez, aman eo e varfet !